Breton(i)
1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.
3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
6 hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.