Genesis Cross References - Breton
Matthew 11:25
25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
Mark 13:19
19 Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.
John 1:1-3
Matthew 8:3
3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet.
John 1:5
5 Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
John 1:9
9 Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
John 3:19
19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
John 11:43
43 P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
Matthew 8:27
27 An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ?
Matthew 3:10
10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
Matthew 6:30
30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?
Matthew 7:16-20
16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
17 Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
Mark 4:28
28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
Luke 6:43-44
Matthew 13:24-26
24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.
26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
Luke 6:44
44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez.
Matthew 2:2
2 Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
Matthew 16:2-3
Matthew 24:29
29 Raktal goude an deizioù a c'hlac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Mark 13:24
24 En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
Luke 21:25-26
25 Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras.
26 An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
Luke 23:45
45 An heol a deñvalaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
Matthew 27:45
45 Adalek ar c'hwec'hvet eur betek an navet, e voe teñvalijenn war an douar holl.
Matthew 12:40
40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
John 5:17
17 Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.
John 14:23
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.
Matthew 19:4
4 Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h,
Mark 10:6
6 Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.
Matthew 6:11
11 ro deomp hiziv hor bara pemdeziek,
Matthew 6:25-26
25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?
26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?