James 5:1 Cross References - Breton
Matthew 19:23-24
Luke 6:24-25
Luke 12:16-21
16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh,
17 hag e soñje ennañ e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
18 Setu ar pezh a rin, emezañ, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù;
19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen.
20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?
21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.
Luke 16:19-25
19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;
23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;
24 o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ.
25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.