John 14:22 Cross References - Breton

22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?

Matthew 10:3

3 Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;

Mark 3:18

18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,

Luke 6:16

16 Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.

John 3:4

4 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech?

John 3:9

9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?

John 4:11

11 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?

John 6:52

52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?

John 6:60

60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?

John 16:17-18

17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? 18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.