John 5:10 Cross References - Breton

10 Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele.

Matthew 12:2-8

2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 3 Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 4 Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken? 5 Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam? 6 Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ. 7 Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad.

Mark 2:24

24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?

Mark 3:4

4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.

Luke 6:2

2 Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezhañ: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?

Luke 13:14

14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad.

Luke 23:56

56 Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.

John 5:16

16 Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.

John 7:23

23 Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?

John 9:16

16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.