John 5:9 Cross References - Breton

9 Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad.

Matthew 12:10-13

10 Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizioù ar sabad ? 11 Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel? 12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad. 13 Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile.

Mark 1:31

31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.

Mark 1:42

42 Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet.

Mark 3:2-4

2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall. 3 Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz. 4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.

Mark 5:29

29 Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.

Mark 5:41-42

41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav. 42 Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.

Mark 10:52

52 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.

Luke 13:10-16

10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad, 11 en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ. 12 Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved. 13 Eñ a lakaas e zaouarn warni, ha kerkent en em eeunas, hag e roas gloar da Zoue. 14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad. 15 Met an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezhañ d'an dour? 16 Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa?

John 5:10-12

10 Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele. 11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale. 12 Hag int a c'houlennas outañ: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale?

John 5:14

14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.

John 7:23

23 Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?

John 9:14

14 Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.