Luke 12 Cross References - Breton

1 War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. 2 N'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet. 3 Dre-se, an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù, a vo prezeget war lein an tiez. 4 Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn. 5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ. 6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho. 7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue; 9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue. 10 Ha piv bennak en devo komzet a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met d'an hini en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet. 11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn, nag eus ar pezh ho po da lavarout, 12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout. 13 Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh. 14 Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù? 15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù. 16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh, 17 hag e soñje ennañ e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost. 18 Setu ar pezh a rin, emezañ, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù; 19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen. 20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot? 21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue. 22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. 23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad. 24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused? 25 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad? 26 Ma ne c'hellit ket eta ober memes an traoù bihanañ, perak oc'h nec'het gant ar peurrest? 27 Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier, hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h-hu, tud a nebeud a feiz? 29 Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het. 30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh. 33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar preñved ne zistrujont ket. 34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon. 35 Ra vo ho tivgroazell gourizet, hag ho lampoù war enaou, 36 ha bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, abalamour pa zeuio ha pa skoio war an nor, e tigorint dezhañ kerkent. 37 Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho. 38 Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se! 39 Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket. 41 Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se? 42 Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed? 43 Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo! 44 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus. 45 Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ, ha d'en em vezviñ, 46 mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar re disleal. 47 Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù. 48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet traoù din a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ. 49 Deuet on da lakaat an tan war an douar; ha petra am eus da c'hoantaat, mar deo dija enaouet? 50 Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se! 51 Krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh. 52 Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri. 53 An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer. 54 Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav, hag e teu. 55 Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo, hag e teu da vezañ tomm. 56 Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ? 57 Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh? 58 Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon. 59 Me a lavar penaos ne zeui ket kuit ac'hane, ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.

Matthew 16:6-12

6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz. 7 An diskibien a soñje enno o-unan hag a lavare: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 8 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h? 9 Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h, 10 nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h? 11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz? 12 Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.

Mark 8:15-21

15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez. 16 Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon? 18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj? 19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek. 20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh. 21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?

Luke 5:1

1 Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warnañ evit klevout ger Doue.

Luke 5:15

15 Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-mui, ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.

Luke 6:17

17 O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.

Luke 11:44

44 Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.

Luke 12:56

56 Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?

Matthew 10:26-33

26 N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet. 27 Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù. 28 N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. 29 Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad. 30 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. 31 N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 32 Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù; 33 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.

Mark 4:22

22 Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.

Luke 8:17

17 Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na zle bezañ dizoloet hag anavezet gant an holl.

Matthew 10:27

27 Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù.

Matthew 12:36

36 Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;

Matthew 10:28

28 N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.

John 15:14-15

14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h. 15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.

Matthew 5:22

22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.

Matthew 25:41

41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;

Matthew 25:46

46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.

Mark 13:23

23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.

Matthew 10:29

29 Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.

Luke 12:24

24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?

Luke 12:27

27 Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.

Matthew 6:26

26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?

Matthew 10:30-31

30 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. 31 N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

Matthew 12:12

12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad.

Luke 21:18

18 Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.

Matthew 25:31-34

31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar. 32 An holl bobloù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed. 33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz. 34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;

Luke 15:10

10 Me a lavar deoc'h, ez eus levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.

Matthew 7:23

23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.

Matthew 10:33

33 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 25:12

12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.

Matthew 25:31

31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.

Mark 8:38

38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

Luke 9:26

26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.

Luke 13:26-27

26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez.

Matthew 12:31-32

31 Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho. 32 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.

Mark 3:28-30

28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo; 29 met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus. 30 Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.

Luke 23:34

34 Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.

Matthew 10:17-20

17 Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù; 18 Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed. 19 Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout. 20 Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.

Matthew 23:34

34 Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben,

Mark 13:9-11

9 Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo. 10 Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù. 11 Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.

Luke 12:22

22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket.

Luke 21:12-14

12 Met, a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint en o sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien, abalamour da'm anv. 13 Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da desteniañ. 14 Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,

Matthew 10:20

20 Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.

Luke 21:15

15 rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.

Luke 6:45

45 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou.

Luke 5:20

20 Eñ, o welout o feiz, a lavaras dezhañ: O den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.

Luke 22:58

58 Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket.

John 6:15

15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.

John 8:11

11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.

John 18:35-36

35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet? 36 Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.

Matthew 6:25-26

25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad? 26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?

Mark 7:22

22 an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.

Luke 8:14

14 Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.

Luke 16:14

14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ.

Luke 21:34

34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.

Matthew 5:45

45 evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù; rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re direizh.

Matthew 5:42

42 Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.

Luke 3:11

11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket.

Luke 10:25

25 Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

Luke 11:41

41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.

Luke 12:29

29 Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.

Luke 12:33

33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar preñved ne zistrujont ket.

Luke 14:13-14

13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall. 14 Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.

Luke 16:3

3 Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen.

Luke 16:9

9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus.

Luke 18:22

22 Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.

Luke 19:17

17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.

Luke 12:21

21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.

Luke 18:4

4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den,

Luke 18:6

6 Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.

Matthew 6:19-21

19 Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; 20 met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket. 21 Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon.

Luke 16:19

19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.

Matthew 24:48-51

48 Met, mar deo drouk ar mevel-se, ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro, 49 ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien, 50 aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur ne ouezo ket, 51 hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Luke 11:40

40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?

Luke 16:22-23

22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet; 23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;

Matthew 6:19-20

19 Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; 20 met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket.

Luke 6:24

24 Met gwalleur deoc'h-hu, tud pinvidik, rak c'hwi hoc'h eus bet ho kopr!

Luke 16:11

11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?

Matthew 6:25-34

25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad? 26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto? 27 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad? 28 Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket; 29 koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz? 31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp? 32 Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 34 Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.

Matthew 10:31

31 N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

Mark 6:26

26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.

Luke 12:7

7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

Luke 12:30-32

30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.

Matthew 5:36

36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn bezañ gwenn pe du.

Matthew 6:27

27 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?

Luke 19:3

3 a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.

Matthew 6:28-30

28 Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket; 29 koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?

Matthew 6:30

30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?

Matthew 8:26

26 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.

Matthew 14:31

31 Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ, hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?

Matthew 16:8

8 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?

Matthew 17:17

17 O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.

Matthew 17:20

20 Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.

Luke 8:25

25 Neuze e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavare etrezo: Piv eta eo hemañ, a c'hourc'hemenn memes d'an avelioù ha d'an dour, hag e sentont outañ?

Matthew 6:31

31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?

Luke 10:7-8

7 Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all. 8 E peseurt kêr bennak ma'z eot, mar ho tegemerer enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,

Luke 22:35

35 Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.

Matthew 5:47

47 Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se?

Matthew 6:1

1 Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.

Matthew 6:8

8 Na vezit ket eta heñvel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit digantañ.

Matthew 6:32

32 Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho.

Matthew 18:14

14 Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.

Luke 12:32

32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.

John 20:17

17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.

Matthew 6:33

33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

Luke 10:42

42 met un dra hepken a zo ret; Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.

John 6:27

27 Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell.

Matthew 7:15

15 Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.

Matthew 11:25-27

25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale! 26 Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se. 27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

Matthew 14:27

27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.

Matthew 18:12-14

12 Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad, hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù, evit mont da glask an hini a zo dianket? 13 Ha mar kav anezhañ, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent ha n'int ket bet dianket. 14 Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.

Matthew 20:16

16 Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.]

Matthew 25:34

34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;

Luke 10:21

21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.

John 10:26-30

26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h. 27 Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon. 28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. 29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan.

John 18:36

36 Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.

John 21:15-17

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

Matthew 19:21

21 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ parfet, kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.

John 12:6

6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.

Matthew 6:21

21 Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon.

Matthew 5:16

16 Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.

Matthew 25:1

1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried.

Matthew 25:4-10

4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù. 5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont. 6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h. 10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor.

Matthew 22:1-14

1 Jezuz o komz, a lavaras a-nevez dezho dre barabolennoù: 2 Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab. 3 Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured; met ne felle ket dezho dont. 4 Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured. 5 Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh, 6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas. 7 Ar roue a yeas droug ennañ, hag o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'hêr. 8 Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi. 9 It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot. 10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol. 11 Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en devoa ket gwisket un dilhad eured. 12 Lavarout a reas dezhañ: Va mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut. 13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.

Matthew 24:42-44

42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou. 43 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 44 Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 25:1-13

1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried. 2 Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur. 3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto. 4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù. 5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont. 6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h. 10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor. 11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp! 12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h. 13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].

Mark 13:34-37

34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. 35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure, 36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket. 37 Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.

Luke 2:25-30

25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ. 26 Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou. 27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn, 28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout: 29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her, 30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,

Matthew 24:42

42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.

Matthew 24:45-47

45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud, evit reiñ dezho boued en amzer dereat? 46 Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se! 47 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù.

Matthew 25:20-23

20 An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. 21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 22 An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. 23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.

Luke 12:43

43 Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!

Luke 17:8

8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet; ha goude-se e tebri hag ec'h evi.

Luke 21:36

36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.

John 12:26

26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.

John 13:4-5

4 a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti. 5 Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.

Matthew 25:6

6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!

Matthew 6:19

19 Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont;

Matthew 24:44

44 Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 25:13

13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].

Mark 13:33-36

33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se. 34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. 35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure, 36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.

Luke 21:34-36

34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. 35 Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar. 36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.

Mark 13:37

37 Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.

Mark 14:37

37 Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?

Matthew 13:52

52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.

Matthew 20:8

8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.

Matthew 24:45-46

45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud, evit reiñ dezho boued en amzer dereat? 46 Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se!

Luke 7:13

13 An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!

Luke 16:1-31

1 Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. 2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù. 3 Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen. 4 Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,. 5 Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr? 6 Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant.. 7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8 Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. 9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus. 10 An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras. 11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? 12 Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h? 13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ. 15 Eñ a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue. 16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. 17 Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout. 18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh. 19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. 20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù; 21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. 22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet; 23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre; 24 o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ. 25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù. 26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. 27 Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus, 28 evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. 29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho. 30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. 31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.

Luke 19:15-19

15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ. 16 An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all. 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all. 19 Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.

Matthew 24:47

47 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù.

Luke 22:29-30

29 ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din, 30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel.

Matthew 22:6

6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.

Matthew 24:48-50

48 Met, mar deo drouk ar mevel-se, ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro, 49 ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien, 50 aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur ne ouezo ket,

Matthew 7:22-23

22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? 23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.

Matthew 13:41-42

41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug, 42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 13:49-50

49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, 50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 24:51

51 hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Luke 12:19-20

19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen. 20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?

Luke 12:40

40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 11:22-24

22 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav. 24 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.

Luke 10:12-15

12 Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se. 13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 14 Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 15 Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv.

John 9:41

41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

John 12:48

48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.

John 15:22-24

22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed. 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad. 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.

John 19:11

11 Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h.

Matthew 13:12

12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.

Matthew 25:14-29

14 Rak heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien, hag a lakaas e vadoù etre o daouarn. 15 Reiñ a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud. 16 Neuze, an hini en devoa resevet ar pemp talant, a yeas hag o lakaas da dalvezout, hag a c'hounezas pemp talant all. 17 En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant, a c'hounezas daou all. 18 Met an hini en devoa resevet unan, a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou. 19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas, hag e reas o c'hont ganto. 20 An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. 21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 22 An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. 23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 24 An hini n'en devoa resevet nemet un talant, a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran penaos out un den didruez, penaos e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet, hag e tastumez e-lec'h na'c'h eus ket strewet; 25 hag e teuas aon din, hag on aet da guzhat da dalant en douar; setu, e roan dit ar pezh a zo dit. 26 Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet, hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet; 27 dleout a rajes eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien, ha pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi. 28 Lamit eta e dalant digantañ, hag roit eñ d'an hini en deus dek talant. 29 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.

Luke 16:2

2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù.

Luke 16:10-12

10 An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras. 11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? 12 Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?

John 15:22

22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.

Matthew 3:10-12

10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.

Luke 11:53-54

53 Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù, 54 o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

Luke 12:51-52

51 Krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh. 52 Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri.

Luke 13:31-33

31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: Kae kuit, ha kerzh ac'han, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. 32 Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33 Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem.

Luke 19:39-40

39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.

John 9:4

4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.

John 11:8-10

8 An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di! 9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.

John 12:17-19

17 Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. 18 Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ. 19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.

Matthew 20:17-22

17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent: 18 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, 19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. 21 Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. 22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.

Mark 10:32-38

32 Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ: 33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed. 34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit. 36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz. 38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?

John 4:34

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.

John 7:6-8

6 Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet. 7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ, penaos eo fall e oberoù. 8 Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.

John 7:10

10 Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.

John 10:39-41

39 Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn. 40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno. 41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir.

John 12:27-28

27 Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ. 28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.

John 18:11

11 Met Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin; ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?

John 19:30

30 P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o vezañ pleget e benn, e roas ar spered.

Matthew 10:34-36

34 Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze. 35 Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer, 36 hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.

Matthew 24:7-10

7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar; 8 an traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl bobloù, abalamour da'm anv. 10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.

Luke 12:49

49 Deuet on da lakaat an tan war an douar; ha petra am eus da c'hoantaat, mar deo dija enaouet?

John 7:41-43

41 Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea? 42 Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David? 43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.

John 9:16

16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.

John 10:19-21

19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se. 20 Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ? 21 Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?

John 15:18-21

18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h. 19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h. 20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini. 21 Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.

John 16:2

2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.

Matthew 10:21-22

21 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv. 22 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.

Matthew 24:10

10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.

Matthew 16:2-4

2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz; 3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù! 4 Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.

Matthew 20:12

12 o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.

Matthew 11:25

25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!

Matthew 16:3

3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!

Matthew 24:32-33

32 Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv; 33 evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.

Luke 19:42-44

42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad. 43 Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu. 44 Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.

Matthew 15:10-14

10 Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit. 11 N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den. 12 Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? 13 Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. 14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.

Matthew 21:21

21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.

Matthew 21:32

32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.

Luke 21:30

30 pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an hañv;

John 7:24

24 Na varnit ket hervez an doare, met barnit hervez ar reizhder.

Matthew 5:23-26

23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep, 24 lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur; ha, goude-se, deus, ha kinnig da brof. 25 En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. 26 E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard.

Matthew 18:30

30 Met hemañ ne fellas ket dezhañ; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee.

Luke 13:24-28

24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez. 28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.

Luke 14:31-32

31 Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag eñ a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil? 32 Anez, pa emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.

Matthew 18:34

34 Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee.

Mark 12:42

42 Dont a reas ivez un intañvez paour, hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur c'hadrin.

Luke 16:26

26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.