Luke 12:42 Cross References - Breton

42 Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?

Matthew 13:52

52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.

Matthew 20:8

8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.

Matthew 24:45-46

45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud, evit reiñ dezho boued en amzer dereat? 46 Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se!

Matthew 25:20-23

20 An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. 21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 22 An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. 23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.

Luke 7:13

13 An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!

Luke 16:1-31

1 Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. 2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù. 3 Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen. 4 Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,. 5 Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr? 6 Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant.. 7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8 Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. 9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus. 10 An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras. 11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? 12 Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h? 13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ. 15 Eñ a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue. 16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. 17 Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout. 18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh. 19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. 20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù; 21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. 22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet; 23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre; 24 o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ. 25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù. 26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. 27 Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus, 28 evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. 29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho. 30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. 31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.

Luke 19:15-19

15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ. 16 An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all. 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all. 19 Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.

John 21:15-17

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.