Luke 13:10 Cross References - Breton

10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad,

Matthew 4:23

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.

Luke 4:15-16

15 Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl. 16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.

Luke 4:44

44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.