Revelation 18:24 Cross References - Breton
Matthew 23:27
27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
Matthew 23:35
35 evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
Luke 11:47-51
47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
49 Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint,
50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
51 adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.