John 12:37-40

Breton(i) 37 Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38 abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou? 39 Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.