John 12:39-43

Breton(i) 39 Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho. 41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ. 42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn. 43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.