Breton(i)
9 Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad.
10 Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele.
11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale.