Luke 16:26-31

Breton(i) 26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. 27 Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus, 28 evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. 29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho. 30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. 31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.