Breton(i)
11 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs, hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
12 Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez, hag e gasas kuit.
13 Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, [pa en gwelint,] e toujint anezhañ.
14 Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan, o lavarout: Setu an heritour; [deuit,] lazhomp-eñ, evit ma vo an heritaj deomp.