Luke 20:20-23

Breton(i) 20 Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner. 21 An dud-mañ eta a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 23 Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: [Perak e temptit ac'hanon?]