Breton(i)
1 Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.