Luke 23:16-23

Breton(i) 16 O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ. 17 [Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.] 18 Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz. 19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr. 20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.