Luke 23:50-56

Breton(i) 50 Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh, 51 un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù, o tont eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue; 52 o vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas outañ korf Jezuz. 53 O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den. 54 Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue. 55 Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh. 56 Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.