Breton(i)
49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp.
50 Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
51 Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
52 Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
53 Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
54 Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia].
55 Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet;
56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.