Mark 10:35-45

Breton(i) 35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit. 36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz. 38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? 39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti; 40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito. 41 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann. 42 Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. 43 Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 44 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl. 45 Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.