Mark 12:2-8

Breton(i) 2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit kemer diganto frouezh ar winieg. 3 Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 4 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn, hag e gasjont kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs. 5 Hag e kasas c'hoazh unan all, hag a voe lazhet ganto; ha kalz a re all, ma oa kannet lod ha lazhet lod all ganto. 6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab. 7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp-eñ, hag e heritaj a vo deomp. 8 Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont, hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg.