Mark 1:16-20

Breton(i) 16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù. 20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.