Matthew 4:18-22

Breton(i) 18 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.