Matthew 17:11-13

Breton(i) 11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra. 12 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh. 13 Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.