Matthew 23:37-39

Breton(i) 37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! 38 Setu, ho ti a ya da chom hep den, 39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.