Breton(i)
3 Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,
4 o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
5 Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas.
6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad.
7 Hag, o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziañ an diavaezidi.
8 Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv.
9 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel,
10 hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.