Luke 19:5-8

Breton(i) 5 Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv ez ti. 6 Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez. 7 An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall. 8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all.