Breton(i)
66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;
67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].
69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.
71 Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?
23 1 Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5 Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.