Mark 15:34-41

Breton(i) 34 Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? 35 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia. 36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn. 37 Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas. 38 Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ. 39 Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. 40 Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome, 41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.