Matthew 24:21-24

Breton(i) 21 Rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken. 22 Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet. 23 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket. 24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.