Matthew 26:59-66

Breton(i) 59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv. 60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras: 61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh. 62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep? 63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue. 64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued; 66 petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel.